Geriadur ar vezekniezh

leucotriènes ◊ leucotrienes ◊ leukotrienoù l. (g.)

Hanteradoù an dreistkizidigezh hogozek dilaosket gant ar makrofag hag ar granulokit neutrofil dre zelanvad un enzim, al lipooksigenaz, gwezherioù ar bronkezstrishaat ha heforshaat ar gwazhied ; deveret int diwar an drenkenn arakidonek, evel ar prostaglandinoù a ra ganto stroll an ikozanoidoù.

NOTENN : I – Evezh ouzh tri c'hemeradur ar c'hedrannoù Gl.Sz.  -leuc(o)-, Br.  (g)wenn-, pa arouezont gwech kelligoù eus gwad, gwech ur steuñvenn eus an nerveg, gwech al liv gwenn. .

NOTENN : II – Ar skrivad -leuc- a gaver peurliesañ e saozneg Breizh-Veur (British English), endra reer gant ar skrivad leuk- e saozneg ar Stadoù-Unanet (American English).

Kent War-lerc'h