Geriadur ar vezekniezh

immunotolérance, tolérance immunitaire ou immunologique, paralysie immunitaire ◊ immunological tolerance ◊ gougemer g. hangaeel, hangaec'hougemer g., hangaeliveriñ

Diaraezded ur bevedeg oadour da zelankañ ur respont hangaeel pa vez keraezet gant un antigen boas da zec'han erwezhioù hangaeel ; diaraezded o tarvezout a) pe da heul enkoradur an antigen e deizioù kentañ ar vuhez, eleze d'ur mare ma vez divarrek ar bevedeg da hangaeañ, ken e c'hougemer, da c'houde, an antigen evel pa vije lodek en e wiadoù, b) pe, gant an oadour, da heul ur mezegadur hangaeastaliñ hag e se un argerzh herouezañ hangaeel, c) pe da heul sankadur an antigen a zoenadoù paoterek pe, en eneb, boc'hedel (sl.  facilitation immunitaire, immunodépression, intradermo-réaction, tolérogène).

Kent War-lerc'h