Geriadur ar vezekniezh

iléite régionale ou terminale, maladie de Crohn ◊ regional or distal or terminal ileitis, Crohn's disease ◊ klunegennfo g. rannbarzhel pe pellek pe dibennel

Tanijenn angreizhek hag isvollus en ur rann eus ar vouzellenn voan, hogos bepred el lodenn dibenn, kevret a-wechoù gant ur c'holonfo ; stadañ a reer un uswe muiek eus ar bolc'hennoù limfoidel hag ar gwerblennoù ; anaez o teraouiñ peurliesañ etre 20 ha 40 vloaz en un doare lemm pe goulemm hag o vont diouzh un dedro henek, fallezhus, gant darc'hoal dalc'hus, gouantreizh ha linadur ; dianav eo an arbenn anezhañ.

Kent War-lerc'h