Geriadur ar vezekniezh

histocompatibilité, compatibilité tissulaire, compatibilité de greffe ou de transplantation ◊ histocompatibility ◊ kempadusted b. wiadel, gwiadkempadusted b., kempadusted imboudel pe treuzplantadel

Keñver etre gwiadoù div hinienn hevelep ma c'hallfed imboudañ un organ a 'n eil ouzh eben hep risklañ un distaol ; amplegad berzh an imboudañ eo ma ve unrezh pe dost gladoù hilel ar roer hag ar roadour, eleze ma ve enno an hevelep genennoù gwiadkempadusted ; anez da se e vez distaolet an imboudenn diwar-bouez un erwezhiañ hangaeel ; kemm a lakaer etre an antigenoù na gevaraezont e mod ebet ar gempadusted : antigenoù ar reizhiad eritrokitel ABO hag ar reizhiad HLA (digempad muiek), o tiennegañ an imboudañ, hag an antigenoù kiriek d'un digempad leiek a rankor neptuiñ dre ziounit hangaeastalerioù (sl.  antigène tissulaire, groupes tissulaires, rejet de greffe, système HLA).

Kent War-lerc'h