Geriadur ar vezekniezh

gastrectomie ◊ gastrectomy ◊ kreuzezvenañ

Dazbidañ ar c'hreuz ; hervez al ledad dilamet e reer anv eus k. hollel (Gl.  g. totale) gant dasforzhañ rageeun ar c'hardia ouzh ar yunegenn (kankroù ledek ha lec'hiet uhel) ; eus k. lec'hedek (Gl.  g. élargie) gant ezvenañ, ouzhpenn ar stomok, an dalmerenn gleiz hag ar gwerblennoù anezhi, an danter bras, ar felc'h, lost an ilgreiz ha, gwechoù 'zo, ur parzh eus ar c'holon ; eus k. darnel (Gl.  g. partielle), an aliesañ, anezhañ ur porzhierezvenañ ledan pe ledanoc'h.

Kent War-lerc'h