Geriadur ar vezekniezh

état de mal épileptique ◊ status epilepticus ◊ aroad droukfell

Furm droukfell deznaouet pa zarvez ur barrad hirbad pe ul lerc'hiad barradoù gant entremezioù re verr evit ma tistrofe ar gouziviad d'e genskiant ; ent klasel ne raed anv eus aroad droukfell nemet evit an droukfell hollek, hiziv e teskriver kement seurtad aroadoù hag a seurtadoù droukfell : aroad droukfell darnek (Gl.  état de mal partiel, Sz.  status epilepticus partialis), aroad droug bihan (Gl.Sz.  petit mal status), h.a. (sl.  épileptique : état de mal ∼ ).

Kent War-lerc'h