Geriadur ar vezekniezh

dissection aortique, anévrisme disséquant de l'aorte, hématome disséquant de l'aorte, médianécrose aortique ◊ dissecting aneurysm of the aorta, aortic dissection ◊ enrec'h g. an aortenn, darvoll g. enrec'hus an aortenn, gwatoñv g. enrec'hus an aortenn

Disfaout krennsae an aortenn astennet a-wechoù d'an trogelc'h anezhi hag alies war he hed a-bezh ; war zardenn emañ ar gavenn gant gwad ensilet dre ur rogadenn loet a-us da sac'helloù kornloarek an aortenn ; arbenn an enrec'h eo anafoù dic'henezhadel ar grennsae gant distruj ar gwiennoù kaherel ha dastennek ; ent klinikel, ez erzerc'h trumm an enrec'h dre un daolenn heñvel a-walc'h ouzh hini an angwazhiad gant ul laur garv saezhennus etre skoaz ha mellkein ; ma ne vez ket oberataet diouzhtu ez eo marvus dindan un nebeut devezhioù en 80 % eus an degouezhioù dre fregadur en amgalonenn, er poullkreiz, er c'hrezoù pe er c'hof.

Kent War-lerc'h