Distaol trumm dre ar genoù an holl pe un darn eus endalc'had ar stomok , diwar un argrezad taer eus ar gandedenn hag ar c'higennoù kof. — c'hwedad a-vomm (Gl. v. en fusée Sz. projectile vomiting ) : c'hwediñ trumm, hep striv ha hep heugenn diagent, arsellet dreist holl e degouezh pilhonfo pe uswask enklopennel.