Geriadur ar vezekniezh

trisymptome de Gougerot ◊ Gougerot's trisymptomatic disease ◊ triazon g. Gougerot

Anaez kroc'hen a natur allergek, naouus dre deir urzh azonoù : — 1 ∘ elfennoù eritematus-krugennek etre 2 ha 10 mm treuzkiz, kokardennek ha gloevennek a-wechoù  ; — 2 ∘  brizhennoù purpurek eus 1 da 5 mm ; — 3 ∘ ha ozvennoù kroc'hen, kalet, goloet gant kroc'hen bonan. Dedreiñ a ra a-hed ar bloavezhioù dre frapadoù a-gevret gant terzhienn, arzostoù, sourr kalon. Kuñv eo erdeb an anaez, en ervez da vezañ kevredet gant anaezioù diseurt (kleñvedoù reizhiad, poreadoù, pistriadoù, h.a.). Emañ e stern ar gwazhiedfoioù kroc'hen allergek.

Kent War-lerc'h