Geriadur ar vezekniezh

Teichmann : réaction de ∼ ◊ Teichmann's test ◊ dazgwered g. Teichmann

Dazgwered arveret er vezekniezh lezennel da arglask bezañs gwad en takadoù dindan c'housell, diazezet war dreuzfurmadur an hemoglobin e strinkennoù hemin (anvet strinkennoù Teichmann), goude danzeadur dre an drenkenn aketek berv ha diaezhennadur.

Kent War-lerc'h