Geriadur ar stlenneg

unité de commande de périphériques, contrôleur de périphériques ◊ peripheral control unit ◊ unvez reoliñ trobarzhelloù, reoler g. ―ioù trobarzhelloù

Kewerier spesadel d'ur rizh trobarzhell lavaret entreuget etre unvez kreiz un urzhiataer hag an drobarzhell pe an trobarzhelloù hag o c'hoari ur roll arc'hañ ha gwiriañ (reoliñ). E arc'hwelioù zo :

~ degemer arc'hadoù pe ditouroù erduet d'an drobarzhell ha luskañ an erounit anezho ;

~ treuzdougen stlennadoù etre unvez kreiz ha trobarzhell ha, diouzh an dro, furmaozañ an arhentoù degemeret ;

~ danzen ur ger stad o kelaouiñ an unvez kreiz war disoc'h mat pe fall ar gwezhiadur arc'het.

Kent War-lerc'h