Geriadur ar stlenneg

sécurité informatique ◊ electronic data processing security ◊ diogelroez stlennegel
  1. Hollad an diarbennoù amkanet da startaat gwarez alvezel an araezioù keweriañ, ar skoroù stlenn, kevanlen ha dangelez ar stlennadoù. Tri arvez zo d'an diogelroez stlennegel :

    1. Gwarez an amva evit a sell ar c'hoskor hag an desezadoù alvezel.

  2. An distrut, eleze gouested ar reizhiad da herzel ouzh nep argeziad haeziñ pe daskemmañ ar restroù e-maez aotre.

    3. Ar soliusted, eleze ar gwarant e vez kewir ar roadennoù keweriet hag an disoc'hoù dedaolet, kuit a gammadoù, a ziankoù pe a dreuzdewezhiadoù.

Kent War-lerc'h